Degemer


Contributors to Wikimedia projects

Article Images

Pennad ar miz

Ar Bibl e latveg, skrivet en doare-skrivañ kozh ha gant lizherennoù “Fraktur”

Al latveg (latviešu valoda) zo ur yezh komzet e Latvia, e reter Europa. Yezh ofisiel ar vro-hont eo. War-dro 1,9 milion a dud eus Latvia (79% anezho) a oar latveg ha war-dro 1,2 milion a ra gantañ er gêr. Ar re all a ra gant ar rusianeg. Muioc’h-mui e vez implijet al latveg e buhez ar vro.

Ur yezh valtek eo al latveg ha kar-nes eo d’al lituaneg, daoust ma ne c’hall ket komzerien an div yezh en em gompren kenetrezo. Miret ez eus en div yezh valtek-se kalz traoù a veze kavet en indezeuropeg kozh a-fet morfologiezh an anvioù-kadarn, daoust ma’z int emdroet kalzik a-fet distagadur. Heñvel a-walc’h eo an diforc’hioù a zo etre al latveg hag al lituaneg ouzh ar re a gaver etre an alamaneg hag ar saozneg.

Embannet e voe un destenn e latveg evit ar wezh kentañ er Gwalarn e kreiz ar XVIvet kantved, pa voe moullet ar Pater Noster e latveg e-barzh Cosmographia Universalis gant Sebastian Münster.

Levezonet eo bet Latvia, e-hed hec’h istor, gant ar broioù nes, Alamagn, Polonia, Sveden ha Rusia. E-pad ar mareoù ma oa stag Latvia ouzh Impalaeriezh Rusia ha ma oa unan eus republikoù an Unvaniezh Soviedel, ez eus deuet kalz Rusianed d’ober o annez er vro ha n’o deus ket desket latveg. Hiziv neuze ez eo al latveg ur yezh-vamm evit 60% eus annezidi Latvia, hag er c’hêrioù bras n’eo yezh-vamm nemet evit 50% eus an dud. Abaoe m’eo deuet Latvia da vezañ ur stad dizalc’h, er bloavezhioù 1990, ez eus bet degemeret lezennoù war ar yezhoù eta evit kas al latveg war-raok.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 4 Here 2024 ha Keleier ar vro.

Michel Barnier
Michel Barnier

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, tamm-ha-tamm, ha tremen 86 000 pennad zo bremañ. En 79vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg hag ar malayalam. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp en 83vet plas [2], etre ar mongoleg hag ar woueg. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel nerzh pe vaksin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 35 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia