Daniel Carré


Contributors to Wikimedia projects

Article Images
Daniel Carré
Obererezh kelenner alamaneg, brezhoneg hag istor-douaroniezh, enseller brezhoneg
Ganedigezh e 1947
e Ploue, Bro-Wened Bro-Wened
Enorioù Palmes académiques
Oberennoù pennañ
Loeiz Herrieu, un paysan breton dans la Grande Guerre. Analyse de sa correspondance avec son épouse
kemmañ Lennit teuliadur ar patrom


Daniel Carré, ganet e 1947 e Ploue, zo bet kelenner alamaneg, brezhoneg hag istor-douaroniezh, hag enseller brezhoneg.

Labouret en deus evel skolaer ha kelenner e skolioù katolik er Mor-Bihan a-raok tapout ar c'h-CAPES brezhoneg ha dont goude da vezañ enseller brezhoneg. Un dezenn doktorelezh e galleg en deus savet diwar-benn Loeiz Herrieu, e Skol-veur Roazhon 2. Kendalc'het en deus goude da studiañ buhez hag oberenn Herrieu hag embannet en deus meur a bennad diwar e benn.

Oberiant eo e-barzh Kerlenn Sten Kidna hag e Ti Douar Alre m'eo ar prezidant anezhañ.

  • Loeiz Herrieu, un paysan breton dans la Grande Guerre. Analyse de sa correspondance avec son épouse, tezenn doktorelezh, Skol-veur Roazhon 2, 1999
  • Courrier de guerre de Loeiz Herrieu à son épouse. Considérations stylistiques et style épistolaire, La Bretagne Linguistique niv. 19, CRBC, 2015, pp. 329-342.