Un divc'hrafenn pe digramm a zo anezhi ur c'hrafenn enni div lizherenn implijet evit ober diouzh ur son disheñvel diouzh hini al lizherennoù enni o-unan, da skouer :
- saozneg :
s distaget [s] + h distaget [h] > sh distaget [ʃ]
Bez e c'hellont bezañ renket evel lizherennoù o-unan pe get, da skouer betek 1994 an divc'hrafenn spagnolek ch, distaget //, a veze renket evel ul lizherenn hec'h-unan etre al lizherennoù c ha d. Bremañ avat e vez renket a-gevret gant al lizherenn c.
Tri doare divc'hrafenn disheñvel zo :
Divc'hrafennoù enne div lizherenn disheñvel an eil diouzh eben, da skouer :
- Galleg
- ai, distaget /ɛ/
- Gresianeg a-vremañ
- μπ (mp), distaget /b/
Divc'hafrennoù enne div wech an hevelep lizherenn. A-wechoù e vez implijet lizherennoù doubl hervez reolennoù reizhskrivañ ur yezh bennak evit merkañ hirder ar vogalennoù evel e brezhoneg “kanan” (a hir) kv. “kannañ” (a berr). N'int ket divc'hrafennoù ar re-se rak ne vezont ket implijet evit skrivañ sonioù disheñvel diouzh hini al lizherenn doublet :
- Portugaleg
- rr, distaget [ʁ] (evel e galleg)