Impalaeriezh trevadennel Frañs


Contributors to Wikimedia projects

Article Images

Impalaeriezh trevadennel Frañs (Empire colonial français e galleg) eo hollad an tiriadoù e-maez Europa hag a oa e dalc'h ar Frañs eus ar XVIIvet kantved betek ar bloavezhioù 1960. An impalaeriezh trevadennel-se a oa unan eus ar re vrasañ er bed, a-gevret gant Impalaeriezh trevadennel Breizh-Veur, Impalaeriezh Rusia, hini Spagn, an Impalaeriezh Otoman hag an Impalaeriezh Qing. Betek 24,000,000 km² a zouaroù a oa dalc'het ganti pa oa en he bog er bloavezhioù 1920 ha 1930, ar pezh a rae 17.8% eus douaroù ar bed ma konter Frañs Europa e-barzh. Skignet eo bet kalz ar galleg gant an Impalaeriezh-se, koulz ha yezhoù trevadenniñ all evel ar saozneg, ar spagnoleg pe ar portugaleg bet kaset war-raok gant an impalaeriezhioù all.

Kartenn vev hag a ziskouez kresk ha digresk Kentañ hag Eil Impaelaeriezh trevadennel Frañs

Un diforc'h a vez graet etre ar "C'hentañ impaleriezh trevadenn C'hall", a oa bet anezhañ betek 1814, d'an ampoent e oa bet kollet pe gwerzhet an darn, hag an "Eil impalaeriezh C'hall", a oa kroget gant aloubadeg Aljer e 1830.

Ar frañs a oa kroget da sevel trevadennoù en Amerikaoù, ar C'harib, India er XVIvet kantved met kollet e oa bet un darn goude bezañ trec'het er Brezel Seizh Vloaz. An tiriadoù dalc'het en Norzhamerika a oa bet kollet d'ar Rouantelezh-Unanet ha da Vro-Spagn, met goude-se e oa bet rentet Louisiana da Vro-C'hall e 1800.

I- Trevadennoù, gwarezvelioù pe perc'henniezhioù gall kozh :

Afrika & Meurvor Indez : Maghrib (Aljeria, Maroko, Tunizia) • Inizi Arguim (a-vaez da Varoko) • Afrika C'hall ar C'hornôg (Aod-an-Olifant, Dahomey, Soudan c'hall (Mali), Ginea C'hall, Maouritania, Niger, Senegal, Volta-Uhel) & Togo c'hall & Enez James (Gambia)Afrika ar C'heheder C'hall (Tchad, Gabon, Kreiz Kongo, Oubangui-Chari) • Aod C'hall ar SomaliedKomorez (Anjouan) • Madagaskar • Inizi Mascareigne : Enez Frañs (Moris) & Sechelez

An Amerikaoù (Trevadennoù gall en Amerika) : Frañs Nevez (Akadia, Louiziana, Kebek, An Douar-Nevez) • IniniBerbiceHaiti & Santo DomingoTobagoInizi Gwerc'h (darn)

Azia : AlaouitProviñs HataySri LankaIndez Frañs (Chandernagore, Aod KoromandelChennaiMalabar, Mahe, Pondichery, Karaikal, Yanaon) • Kwangchowan (Sina) • Indez-Sina (Annam, Kochinchina, Kambodja, Laos, Tonkin), Liban, Siria.

Antarktika & Oseania: Kaledonia-NevezHebridez Nevez (Vanuatu hiziv) • Frañs Antartika

II- Tiriadoù ha perc'henniezhioù tramor a-hiziv

Gwiana c'hallPolinezia c'hallGwadaloupMartinikMayotteKaledonia-Nevez • Ar Reünion (gwechall Enez Vourbon)